Fund drives/2005/Q3 planning/Translations/Fundraising drive letter - br
(ang) (ar) (ast) (bg) (br) (ca) (cs) (cy) (da) (de) (en) (el) (eo) (es) (et) (fi) (fr) (gl) (hu) (he) (ia) (id) (it) (ja) (ko) (ml) (nap) (nl) (nn) (pl) (pt) (ro) (ru) (sc) (sk) (sl) (sh) (sr) (su) (sv) (th) (tr) (vi) (ua) (wa) (zh) edit
Biskoazh n'hor befe gallet soñjal e oa Diazezadur Wikimedia hag e holl raktresoù o vont da greskiñ ken fonnus. Ken nemet war Wikipedia.org eo bet tizhet an 800 million a vonedoù an deiz, ar pezh a renk anezhañ e-touez an 50 lec’hienn gweladennet ar muiañ er bed. Kement-se a dalvez e vez sellet ouzh hor raktresoù, Wikipedia, Wikilevrioù, Wikikeloù, Wikeriadur, Wikimammenn, Wikiarroud ha Wikimedia Commons evel ouzh ur vammenn a ditouroù hag a ouziegezh a c’haller fiziout enni gant tud eus ar bed a-bezh.
Buan e kendalc’h hor raktresoù da greskiñ, a-drugarez d'an holl genlabourerien hag implijerien a gred dezho e talv gouiziegezh kement ha galloud hag e tle ar ouziegezh-se bezañ digor-frank d'an holl. Ezhomm ac’hanoc’h hon eus a-benn tizhout ar pal-mañ. Muioc’h a servijerioù a ranker da gaout dalc’hmat evit derc’hel d'ar goulenn war-gresk. Koustoù herberc’hiañ, dispignoù beajiñ ha mizoù burev ha melestradurel diazez a rank bezañ paeet ivez. Kemmoù groñs zo da vezañ degaset da veziant Mediawiki a laka hor raktresoù da vont en-dro en ur bern yezhoù evit bezañ sur e chomint prim, diraezus ha divruderezh.
Adarre en em droomp davedoc’h evit ma c’hallo dont da wir. Paneve ar roadoù a roit deomp, ne vefemp ket evit kenderc’hel da greskiñ ha da wellaat hon doare. En trimiziad-mañ hepken en deus ezhomm Diazezadur Wikimedia eus 200.000$ ouzhpenn. Hañvalout a ra ar sammad bezañ uhel met kement skoazell, hag eñ disterik marteze, a sikour — an darn vrasañ eus ar roadoù resevet ganeomp zo par da 20$ pe nebeutoc’h. Er moneiz a fell deoc’h e c’hallit reiñ. Er Stadoù-Unanet hag en Alamagn ez eus distaolioù da gaout war ho tailhoù. Trugarez deoc’h da vezañ ken brokus ganeomp!
Jimmy Wales ha skipailh Wikimedia